Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 184 —

a ra da ziskar enebourien ar vro. » En eur lavaret ar c’homzou-ze, gand e zivreac’h e ra an neuz da baka daou enebour : hini an diavaez, a ziskoueze sklear, hag hini an diabarz, ne fell ket d’ezan henvel. Ar re-man en dije karet marteze diwall diouz droug, hag eman o teurel anezo da zrailha da eur vandenn tud gouez. « Evit dont abenn eus enebourien ar vro, emezan c’hoaz, evit rei douar d’ezo petra zo ret ? Hardiziegez, hardiziegez c’hoaz, hardiziegez atao. »

Kloc’h an tan a zo o seni e kement iliz zo e Paris. En eur e glevet, hag epad ma man ar re o deus eur gwir garantez evid o bro, o kimiada diouz o c’herent hag o mignoned evit mont d’an armeou, eur vandenn diskolperien, paet gand ar « Gommun » a en em daol war ar prizoniou.

E Karmez, e kave d’ezo e vije ar zul henvel ouz ar zadorn. Epad lein, drebet da greisteiz, e oe zoken eur gomzig bennak da farsal. Koulskoude, goude ar pred, e voe graet eur galv nevez ouspenn ar re oad boaz da gaout, evel pa vije bet aon na ve bet unan bennak tec’het er maez. Eur gward nevez a oa bet laket. Eleac’h soudarded ar gward vroadel gand o fuzuliou, e oe gwelet o tont keriz gant pikou, war o fenn eur boned ruz. Goude holl, n’oa ket kement-ze a leac’h da veza souezet, pegwir ar zoudarded a oa aet d’an harzou evit diarbenn an enebourien. Difennet e oe ouz ar veleien diskenn er jardin evel m’oant boaz d’hen ober. Eur froudenn eus perz ar gwardou nevez deuet, a zonje d’ar brizonerien. Met setu en eun taol kont da deir eur, m’eus roet urz d’ezo holl, ha zoken d’ar re dinerz ha klanv, da ziskenn er jardin. Holl e sentont.

Ar jardin-man a oa e tu an hanternoz da vanati Karmez ; eur garrezenn vras oa, rannet e peder lodenn kement ha kement ; e kreiz oa eur poull dour a-dro ; a-hed ar mogerou, baliou hir ha ledan disheoliet gant fao-put (charmilles) ha gwez koz ; hag e traon ar jar-