ha d’an aotrounez Morel ha Julien kemeret skol Rekouvrans. An aotrou Lelièvre en doa da zerc’hel leac’h ar re all pa deuje d’ezo koueza klanv. Mil lur bae o doa da gaout an aotrounez Bourson ha Renaud, eiz kant lur an aotrounez Morel ha Julien, ha c’houec’h kant an aotrou Lelièvre. Ar skol a oa da veza graet en tiez m’edo ar Breudeur enno diagent, hag ar vistri-skol a helle kemeret lojeiz en o leac’h. D’ar zadorn, 12 a viz du, ar vugale a oe dastumet er c’hlasiou, da eiz eur diouz ar mintin. Ar mear gand e guzulerien a deuas neuze da lakat ar vistri en o c’harg ; eur brezegenn a oe graet, nemed ar vugale a oe laosket da redek goudeze, beteg an noz, ha lorc’h enno e stagchont da youc’hal a bouez penn : Bevet ar vro ! D’al lun, 14 a viz du, e tigoras neuze ar skol evit mat. Ar « C’huzul general » a zibabas e-unan al leoriou da rei d’ar vugale. Setu pere oant :
Katekiz eskopti Leon, hag hini lezennou Bro-C’hall.
Kenteliou kenta war ar skianchou natural.
Diverra ar yezadur, Wailly.
Diverra eus skiant an douar (abrégé de géographie) graet gant de Lenglet-Dufresnoy, hag al leoriou latin oad boazet da gaout.
En-diwez, en em glevet a rejont da brena 10 kroaz arc’hant evit lakat ar vugale da labourat gwelloc’h ; eul lodenn a oe evit pep skol.
Pa deuas miz du, e oe adarre da henvel eul lodenn eus kuzulerien an Ti-kear hag eus ar pennou-bras ; ar mear e-unan a oa peurc’hraet e amzer.
En dilennerez kenta, d’ar 15 a viz du, an aotrou Malmanche en devoe adarre ar muia moueziou ; met ne falvezas ket d’ezan kemeret an Ti-kear eur wechall. D’ar 16, an aotrou Berthomme a oe hanvet gant 1002 mouez war 1827 dilenner ; hag ar votadegou all a oe graet ive el lodenn ziweza eus ar miz.
Koulskoude, Dispac’herien Brest o doa keuz atao da veza digoret doriou ar prizon d’ar veleien didou ;