Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/212

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 169 —

eus an Ti-kear ; ha pa oe roet peoc’h, e lavaras d’ar bobl edod o vont da lenn dirag an holl « ar Reizadur nevez peurc’hraet, bet d’ezi asant ar Roue. »

Ar grefier a lennas ; hag e oe klevet youc’hal : Bevet ar vro, epad m’az ea ar muzig en dro ha m’edo kleier Sant-Loïz e bole. Hag e teujod gand eur bobl tud oc’h heul, da Leurenn an Drouk-prezeg (place Médisance), goudeze war kae Rekouvrans, hag ac’hano da ru an Or, hag e pep leac’h e oe graet an hevelep lid a oa bet sevenet dirag an Ti-Kear ; hag araog en em guitaat e tigoueschont holl war Dachenn ar C’hastel, hanvet Park an Unvaniez. Ar mear, savet ouz aoter ar Vro, a brezegas ac’hano, hag a lakas ar grefier da lenn adarre ar Reizadur. Pa baouezas da lenn, beleg-aluzenner ar Gward Vroadel a voulc’has an Te Deum, hag epad m’edo ar c’hanoliou o krozal, ar mear a ziskennas da enaoui an tantad bet savet dirag an aoter. Diouz an noz, an tiez a oe sklerijennet, dre urz, kerkent ha seiz eur hanter.

Mall bras oa ive ober eun dra bennag evid ar skoliou. Abaoue miz ebrel, ar vugale n’o doa mui a skol. N’eo ket i, a c’hellit kredi, eo a en em glemme ; met o veva war ar ru, ne oent ket pell o teski petra eo al « liberte ». En em ganna reant ; mat oant da skrapa en tu-man hag en tu-hont, ha gwall-gomzou o doa evid an holl ha zoken evit paotred an dispac’h. Dre-ze e tigoueze en Ti-kear klemm war glemm en o enep. D’an 10 a viz here, Ti-kear a embannas e c’helle ar re a blijfe d’ezo skolia ar yaouankiz, dont da rei o hano. Eiz eus an hanoiou a oe dalc’het, ha d’an 20 a viz here, « Kuzul general ar gommun » a zibabas pemp en o zouez.

Setu aman ar pemp a oe dibabet, diouz renk, hervez ar moueziou o devoe : an aotrounez Bourson, Renaud, Morel, Julien ha Le Lièvre. Gourc’hemennet e oe d’an aotrounez Bourson ha Renaud ober skol diouztu Sant-Loïz, unan er c’hlas kenta hag egile en eil ;