nez Elisée, ar Gall ha Lemoyne war hon lerc’h, met aman n’hon deus kavet den…
Neuze omp distroet warzu Plougonvelin, hag aet da di an aotrou Kermergant, bet person er barrez. Gwelet en doa ac’hanomp o tont, hag e pignas buan d’ar zolier ; eno, e c’hourvezas var an trap a stanke an toul da bignat ebarz. Pignet en estach kenta, hon deus goulennet digeri d’eomp ar solier ; unan eus ar merc’hed a lavaras d’eomp krenn ne raje ket, abalamour war he meno oa eur bern ed war an trap. Kaout a reas d’eomp edo oc’h ober goap ; setu perag unan ac’hanomp a bignas dre an dereziou evit sevel an trap. Ne rankas ket rei re a veac’h evit he loc’h ; hag e lavaras kerkent n’eo ket ed eo a oa o lakat beac’h warni, met eur bern kig. Pa voe klevet kement-man, buan e voe laket beac’h var an trap evit an eil gwech, hag e voe gellet pignat er solier. An aotrou person a oe tapet, a reas eun tarnm pakadenn hag a deuas ganeomp war ar ger. En eur guitaat an ti, hon deus kavet eur renkad merc’hed ha paotrezed, o douarn savet ganto warzu an nenv evid e gemeret da dest eus o glac’har hag hor c’hrisder.
Distrei da Vrest a rejomp neuze. En em gavet war bont ar C’hlanvdi a zo war hent Lokournan, omp chomet a za da gemeret peb a vanne. Darn ac’hanomp araog eva a zavas o banne, en eur lavaret : « da yec’hed ar vro » ; hag hon deus pedet ar pevar zu da ober eveldomp. An Tad Elisée, an aotrounez ar Gall ha Lemoyne ne oent ket nec’het evit hen ober, met evit doare, ar ger « bro » a oa eul le-douet e ginou ar C’hermergant ; respont a reas oa awalc’h lavaret d’ho yec’hed…
Da eiz eur diouz an noz, oamp distro da Vrest. Goude beza kontet da ofiserien an Ti-kear ar pez hor boa graet, hon deus heuliet betek Karmez pevar enebour al lezenn nevez, a dreuz eur bobl tud, hag hon deus sinet. »