farreziou koz ar veleien didou. Kemenn a rejont o c’havadenn da renerien an Departamant.
Met penaos gellout beza ken kasaüs e kenver an dud hag embann beza mignoned d’ar frankiz ? rak, war o meno al lezenn zo graet evit rei frankiz d’an holl. An aotrou Capitaine, prokuler an Departamant, a welas buan pegement oa ar menoziou-ze eneb ar furnez : « Eun hevelep tra a ve eul lezenn da waska an dud, a skrivas hen d’an 13 a viz ebrel, hag a zo pell da veza hervez ar gourc’hemennou nevez… Noazus e ve ive da wiriou an den a c’houlenn frankiz da denna e alan e kement leac’h ma plij gantan beva. » Evelkent, d’an 2l a viz ebrel, an Departamant, aliet gand Expilly, a c’hourc’hemennas « d’ar bersoned ha d’ar gureed, taolet er maez eus o farreziou, kuitaat dindan eiz dervez goude beza bet anaoudegez eus an urz-man, ar parreziou-ze m’edont e karg enno pa en em zavchont eneb al lezenn, ha chom hiviziken peder leo diouto da nebeuta, dindan boan da veza tamallet da vont eneb an urz vat, ha da veza galvet dirag ar barner. » An District a oe karget da lakat senti ouz an urz-man. Met e Brest, hen gwelet hor beus c’hroaz, dreist holl pa deuas Expilly da ober e dro, paotred an District ha re an Ti-kear n’en em glevont ket ; awalc’h oa d’ar re-man lavaret eun dra evit lakat ar re all kerkent da ginnig eun dra bennak all. P’o deus paotred Ti-kear lavaret pellaat diouz o farreziou ar veleien « dizent », kerkent paotred an District a skriv d’an Departamant da lavaret n’eo ket hervez al lezenn an urz douget gant kuzul Brest.
An Departamant n’hellas respont nemed an dra-man : « N’emaomp ket hep gouzout eo dreist hor galloud ar gourc’hemenn roet ganeomp ; met c’houi ne anavezit ket an darvoudou a zigouez er c’hantoniou… Ar gwad en do redet araok m’ho po graet netra evit hen diarbenn. » An Ti-kear d’he dro a asped an District da lakat senti ouz an urz a oa bet douget d’an