Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/175

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 136 —

21 a viz ebrel. Awalc’h oa evit lakat an District da glask troïdellerez ha da gemeret e amzer. En eur rendael an eil ouz egile e laoskent amzer gand ar veleien vat da gendelc’her da ober o labour e kenver an eneou ; n’hellent ken hen ober a wel d’an holl evel diagent, gwir eo, rag an holl japeliou a oa serret ; met evelkent, hen ober a reant evid ar gwella, rak karantez an eneou a ro ijin d’ar beleg.

Evelato, pa glozas amzer Fask, an aotrou Floc’h, person ar barrez, skuiz maro, ha poan d’ezan o kaout eul lojeiz didrouz, abaoue m’en doa kuiteat e brespytal, a laoskas gand e gure, an aotrou Laporte, ar garg eus e barrisioniz chomet leal d’o feiz, hag a yeas da Rosko da glask eul lestr evit Bro-Zaoz. Diwar neuze, an aotrou Laporte a oa dre wir e penn parrez Sant-Loïz ; eur garg pounner oa hag a dennas warnan kounnar enebourien ar feiz.

O veza m’oa bet laeret al leve a deue d’an dud a iliz diouz o c’harg, ar re o doa kollet o c’hargou a oe pedet da ziskouez o gwiriou evit beza digollet. Abaoue ar bloaz 1788, an aotrou Laporte a oa d’ezan Kernoas ha Penfrat e Guypavas, met gand ar garg da lavaret evito 107 ofern ar bloaz, e chapel Itron-Varia ar Reun. An tiez a oa gwall dirapar, ha dre-ze en doa bet mil lur evid o c’hempenn. Kerkent ha miz gwengolo 1790, an aotrou Laporte en doa diskouezet e baperiou, ha d’an 10 a viz here, an District a skrive d’an Departamant :« En em gavet eo ganeomp war an hevelep tro, ho lizer enorus eus ar 6 eus ar miz-man, hag ar skrid eus an urziou o peus roet diwar benn lizer an aotrou Laporte, beleg, kure e Sant-Loïz, perc’hen leveou iliz Kernoaz ha Penfrat e Guypavas. » Met abaoue neuze, an aotrou Laporte a oa chomet hep toui ha dre-ze, chapel Itron-Yaria ar Reun a oa bet serret ; hag ouspenn, evit gwaska ar beleg a ouient ervat beza ken kizidik e kenver al lealded (hen diskouezet en doa diagent pa roas e lod arc’hant evit sikour ar vro), pao-