Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
Introduction.

ment hon entendamant dious e inorançou, hac hor volontez diouz e affectionou direglet, evel an Oræson. An dour a venediction eo, pehini oc’h arrousi ar plant eus hon desirou-mad, a ra dezo dont da c’hlasvesi ha da vleunvi ; goualc’hi a ra hon ene diouz e imperfectionou hac e tisalter hor c’halon diouz e fassionou hac e inclinationou-fall.

2. Hoguen dreist peb-tra e recommandàn deoc’h an Oræson mental ha cordial, ha particulieramant an hini a vez grêt var Buez ha Passion hor Salver ; oc’h e consideri alies dre ar veditation, e vezo carguet-oll hoc’h ene anezàn, e tescot en em gomporti eveldàn, hac e furmot hoc’h actionou diouz e re. En eo ar sclerigen eus ar bet : ennâ’ta, dreizàn hac evintàn eo e tleomp beza sclerreat hac illuminet : ar vezen a zesir eo dindan pehini e tleomp en em zisheaulia hac en em refresqui : ar feunteun beo a Jacob eo evit hor goualc’hi diouz hon oll lousdoni. Erfin ar vugale o clevet alies o mam o parlant outo, hac o c’hazouillat alies outi, a zesq alafin parlant eveldi ; ha ny o choum tost d’hor Salver dre ar veditation, hac o lacât evez ouz e gomsou, e actionou hac e affectionou, e resquimp moyenant e c’hraç desirout, lavaret hac ober eveldàn. Ret eo en em arreti eno, Philotee, ha credit dime ne ouffemp mont etrese Doue an Tad nemet