Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
73
d’ar Vuez Devot.

ne rencomp quet mezur volontieramant ar volontez da gontinui ha da berseveri e nep seurt pechet veniel ; rac ul lachete vras e ve deomp ive fallout gant hon anaoudeguez franc miret en hor c’houstianç un dra quen disagreabl da Zoue evel ma zeo ar volontez da fallout displijout dezâ. Ar pec’het veniel, peguer bian bennac ve, a zisplich da Zoue, peguement bennâc na zisplich quet dezàn quement, ma falfe dezàn hon daouni pe hor c’holl evit an seurt pec’het-se. Ha mar displich ar pec’het veniel da Zoue, ar volontez hac an affection pehini en deveus un den d’ar pec’het veniel ne de quen tra nemet ur resolution da fallout displijout d’e Vajefte divin. Ha possibl ve’ta e falfe da un ene disposet-mad, non pas hepquen displijout d’e Doue, mæs caout affection memes da zisplijout dezâ ?

An affectionou-se, Philotee, a so directamant control d’an devotion, evel ma zeo an affectionou d’ar pechet marvel control da garantez Doue : diminui a reont nerz ar speret, ampeich a reont ar gonsolationou divin, digueri a reont an nor d’an dentationou : ha peguement bennâc na lazont quet an ene, e rentont clân eftrainch. Ar c’helien, pa varvont en ongant precius, eme ar Fur, a zeu da goll ha da gorrompi ar c’huez-mad anezàn. Dre ar c’homsou-mâ e fell dezân lavaret penaus, pa n’en em arret nemeur ar c’helien var an ongant, ha pa na reont ne-