rieur eus ar Speret-Santel da sclerrât hor c’houstianç, sul-distinctoc’h ha sul-sclerroc’h e velomp ar pec’hejou, an inclinationou hac an imperfectionou pere a ell hon ampeich da dizout ar guir devotion : hac ar memes sclerigen pehini a ra deomp guelet an imperfectionou hac an defautou-se, a zeu d’hon toma ha d’hon excita d’an desir d’en em netaat ha d’en em burifia.
Rac-se’ta, va Philotee, ouspen ar pec’hejou marvel hac an affection d’ar pec’hejou marvel pe diouz re e veac’h en em burifiet dre an exerciçou a so merquet amâ diaraoc, ec’hanavezzot penaus hoc’h eus choaz en hoc’h ene cals a inclinationou hac a affectionou d’ar pechejou veniel. Ne lavaràn quet ec’hanavezzot pechejou veniel, mæs lavaret a ràn ec’hahavezzot hac e tisoloot an affectionou hac an inclinationou dezo. Diffaranç bras a so etre an eil hac eguile, rac ne ellomp jamæs beza pur antieramant diouz ar pec’hejou veniel, da viana evit choum pell er burete-se ; mss beza ec’hellomp ervat beza pur diouz peb affection d’ar pec’hejou veniel. Certenamant cals a so a ziffaranç etre lavaret gueier ur veich pe ziou evit farçal, evit nebeut a dra, hac etre en em blijout o lavaret gueier ha caout affection d’ar pec’het-se.
Hac e lavaràn bremâ penaus e rencomp purgi hon ene diouz an oll affedionou e deffe d’ar pec’hejou veniel, da lavaret eo penaus