Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
d’ar Vuez Devot.

vanden drist ha maleurus ; dre an affectionou mad pere hoc’h eus concevet, ha cousgoude ne douc’h quet choaz erruet gant ar Roue Jesus nac en em lequeat assambles gant e gompagnunez eürus ha santel a dud devot ; mæs ato ez ouc’h choumet e creis etre an eil hac eguile, me lavar etre Jesus ha Satan.

4. Ar Verc’hes santel gant Sant Joseph, Sant Lois, Santes Monica hac un infinite a Sent all pere a so e compagnunez ar re o deveus bevet etouez ar bed a zeu d’ho convia ha d’ho courachi d’en em lacat eus o c’hostez.

5. Ar Roue peini so bet crucifiet ho calv dre hoc’h hano propr : deut, o va mignon pe va mignones guer, deut, evit ma ho curunin.

Ar choas pehini a ra an Ene.

1. O bed fall, o trompler abominabl ! non, jamæs n’em guellot dindan hoc’h ansaign ; renoncet em eus evit mad d’ho plijadurezou ha d’ho vaniteou. O Roue a ourgouill, ô Roue a valeur, speret infernal, me hac’h abandon couls ha da oll bompou, me a tetest hac am eus cas ouz da oll œuvrou.

2. Hac oc’h en em gonvertissa ouzoc’h-u, va Jesus douç ha mad, Roue a eürusdet hac a c’hloar, me ho car gant an oll nerz eus va Ene ; me hoc’h ador a greis va c’halon, me ho choas bremàn hac evit biquen evit va Roue, hac evit va Frinç unic, m’en em