Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
Introduction.

caër eo ar Rouantelez-se a zevotion. En so ebat guelet ar gompagnunez-se a Verc’heset, Gouaset ha Merc’het guennoc’h eguet ar fourdilis ; an assamble-se a Intâvezet leun eus a ur vortification hac a un humilite santel ! Considerit ar renq eus a un nombr bras a dud demezet, pere a vêv assambies en o Friedelez gant un hevelep douçder, hac un hevelep respet an eil evit eguile, ma tisquezont ervat ez e bras carantez Doue en o c’halon.

Sellit penaus ec’h accord an Eneou devot-se ar sourci eus o zieguez exterieur gant ar sourci eus o interieur, hac ec’h accordont ar garantez evit o Friedou a so var an douar gant ar garantez evit o Fried Divin a so en Eê. N’hoc’h eus nemet sellet outo partout, hac o guellot oll en ur gontananç santel, douç hac amiabl, o clevet hon Autrou Jesus-Christ pehini a garrent da blaci e creis o c’halon.

En em rejouissa a reont, mæs gant ur joa gracius, charitabl ha reglet mat ; en em garet a reont, mæs gant ur garantez sacr ha pur meurbet. Ar re a so affliget eus ar bobl devot-se, n’en em dourmantont quet cals, na ne gollont quet a gouraich : Bref ha c’hui na vel anaoulagat agreabl eus hor Salver, oc’h o c’honsoli, hac ii oll assambles o trei o c’halonou varzu ac ennân.

3. Quiteat hoc’h eus erfin Satan gant e