Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/436

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
424
Introduction

beudic diaguent. Geffre a replicas dezâ neuse ; mar em boa lavaret deoc’h quent penaus ne visen jamæs laouen, e c’hassuràn deoc’h bremâ penaus ne vezin jamæs trist.

Chetu a-se an issu e devoue an dentation, pehini a erruas gant ar personaich devot-mâ ; hoguen remerquit ebars er recit-mâ, Philotee ; 1. Penaus Doue a gustum rei ur gout hac un tanvâ bennâc eus ar gonsolationou hac ar plijadurezou spirituel d’ar re pere a vez o c’hantren en e servich, evit o zenna eus a blijadurezou hac a satisfactionou ar bed, hac evit rei couraich dezo da bourchu ar garantez divin ; evel a ra ur vam, pehini evit tenna e buguel d’ar vronn, a laca mel var ar bec anezi. 2. Penaus an Doue mad-se cousgoude eo a lam ivez aviziou digueneomp, hervez an disposition eus e furnez, al leaz hac ar mel a gonsolationou, evit oc’h hon dizouna erc’hisse, ma tesquimp dibri ar bara seac’h ha cre eus a un devotion ferm exercet hac approuvet dre an degout hac an dentationou. 3. Penaus e sao aviziou tentationou bras meurbet emesq ar sec’hor hac an degout spirituel, hac eo ret neuse beza ferm da drec’hi an dentationou-se ; rac ne dint quet aberz Doue : mæs ret e soufr gant patiantet ar sec’hor hac an degout-se, pa zint ordrenet gant Doue evit hon exerci. 4. Penaus ne dleomp jamæs coll couraich etouez hor poaniou interieur, na