lavaret evel ar Geffre mad-se, jamæs ne vizin laouen na joaïus : rac e creis an nos e tleomp gortos ar sclerigen, ha toudememes e creis ar gaerra amser spiriruel a ouffemp da gaout, ne rencomp quet lavaret ; ne vezin jamæs trist nac enouet, non : rac evel a lavar ar Fur, en deiziou eürus ne dleer quet ancounec’hât an deiziou maleürus. Ret e caout esperanç e creis an adversite, ha caout doujanç e creis ar brosperite, hac en eil occasion hac eben e ranquer ato en em humilia. 5. Penaus ez eo ur remed souveren discleria hor poan da ur mignon spirituel bennâc pehini a alle hor soulagi.
Erfin evit conclui an avertissamant-mâ pehini a so quen necesser, e remercàn penaus en degout spirituel- mâ couls hac e peb tra-all en deveus hon Doue mad hac hon adversour pretantionou control ivez ; rac Doue a fell dezâ hor c’hundui dre an degout-se da ur burete vras a galon, da ur renonç antier d’hon interest propr er pez a so evit e servich, ha d’en em zivisca parfetamant eus ac’hanomp hon-unan : mæs an drouc-speret a laca e boan da ober deomp coll couraich, evit ober deomp distrei ouz ar bligeadurezou sansuel ha d’hon renta enouus hac importunus deomp hon-unan ha d’ar re-all, evit ma vezo dicriet ha diffamet an devotion santel. Hoguen mar c’heuliit an avisou pere am eus roet deoc’h, e cres-