Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/432

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
420
Introduction

vezont seach : rac toudememes peguement bennâc ma vez hon œuvrou agreaploc’h deomp hon-unan pa o greomp gant an denerediguez-se a galon, ma vezont agreaploc’h, a lavaràn, deomp-ni pere ne gonsideromp nemet hor satisfaction hon-unan, cousgoude pa hor bez ii great er sec’hor hac en degout spirituel, o devez ive mui a c’huez-mad ha mui a bris hac a dalvoudeguez dirac Doue. Ya, va Philotee, en amser ar sec’hor e teu hor volontez d’hon douguen da servicha Doue evel parforça ; hac evelse eo ret e ve courachussoc’h ha constantoc’h neuse eguet en amser an deneridiguez. Ne d’e quet un dra vras servicha ur Prins ebarz en douçder eus an amser a beoc’h, hac emesq ar blijadurezou eus e bales ; hoguen e servicha en amser rust eus ar bresel, emesq an droublien hac ar bersecutionou, hennez a so ur guir merq eus a gonstanç hac a fidelite.

Santes Angela eus a Foligni a lavare penaus an oræson an agreapla da Zoue eo an hini a reomp parforça hac a enep hor meno, da lavaret eo, an hini ma en em applicomp d’e ober non pas ma hor be gout ebet enni, na ma hor be inclination ebet dezi, nemet hepquen evit plijout da Zoue, pe da dra hon doug hor volontez evel an despet deomp, oc’h ober effort ha violanç d’ar sec’hor ha d’an degout pe d’ar repugnanç hon eus