Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/431

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
419
d’ar Vuez Devot.

radur, abalamour ma en em amusont quement ouz an amser gaer da zestum ho fourvision divar ar fleurachou, ma c’hancounec’haont ober o guenan munut ; mæs pa vez rust ha tenval an Nevez-amser, e reont mui a c’horadur ha nebeutoc’h a vel : rac evel na ellont quet sortial da zestum ar mel, en em occupont da beupli ha da vultiplia o raç. Evelse ivez e c’herru alies, Philotee, ma teu an ene, oc’h en em velet en Nevez-amser eus ar gonsolationou spirituel, d’en em amusi quement d’o destum ha d’o suna, ma ra cals nebeutoc’h a œuvrou mad en abondanç eus an douçderiou spirituel-se ; ha ma ra er c’hontrol emesq ar rust amser hac ar sec’hor spirituel sulvui a œuvrou dîn ha ferm, hac a c’horadur interieur eus ar guir vertuziou a batiantet, a humilite, a zisprigeanç anezi e-unan, a resignation hac a renonçamant d’e amour propr, sulvui ma en em vel privet eus ar goud hac eus ar santimanchou agreabl a zevotion.

Un abusion vras eo eta etouez cals, ispicial etouez ar merc’het, cridi penaus ar servich, pehini a rentomp da Zoue hep santout goud na tenerediguez ebet a galon, a ve nebeutoc’h agreabl d’e Vajeste divin ; pa zeo er c’hontrol hon actionou evel ar ros, pere, peguement bennâc ma o deveus mui a c’hras pa vezont fresc, o deveus cousgoude mui a c’huez-mad ha mui a nerz pa