Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/421

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
409
d’ar Vuez Devot.

sansibl-se quen douçder nemet evidomp hon-unan, ma na reont nemet hon renta curius, trenc, quivioul, impatiant, aheurtet, rog, superb, calet ouz hon nessa, hac o sonjal e vemp dija Sent vian ne falfe deomp mui beza sujet d’an direction na d’ar gourrection, ne deus douet eber na deo ar re-se c’honsolationou faus ha pernicius. Ur vezen vad ne brodu nemet frouez mad.

4. Pa hor bezo eus an douçderiou hac ar gonsolationou interieur-se, e rencomp en em humilia cals dirac Doue : lequeomp evez mad na lavarremp o santout an douçderiou-se ; ô me so mad ha santel ! non Philotee, madou int pere n’hon rentont quet guell : rac, evel am eus lavaret, an devotion ne gonsist quet en dra-se ; mæs leveromp ; ô e a so Doue mad d’ar re pere a esper ennâ, d’an ene pehini er c’hlasq ! Nep en deveus sucr en e c’henou, ne ell quet lavare e ve douç e c’henou ; ar sucr, pehini a so ebarz, eo a so douç : evelse evit beza mad meurbet an douçder spirituel-se, hac evit beza guell c’hoaz an Autrou Doue, pehini e ro deomp, ne de quet lavaret e ve mad an hini a receo an douçder-se.

5.[1] Anavezomp ez omp c’hoaz bugaligou pere hon eus izom eus al leaz, hac ez e roet ar greun sucret-se deomp, abalamour ma ze c’hoaz tener ha dilicat hor speret, pehini en deveus izom eus an douçderiouigou--

  1. Ar pennadoù niverennet amañ 5 — 9, a zo niverennet 4b — 4f en destenn orin. [Notenn gant Wikimammenn]