Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/420

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
408
Introduction

ar recompans eternel.[1]

3. Mæs, eme vezo c’hui, pa zeus consolationou sansibl, pere a so mad hac a zeu digant Doue, ha pa zeus ive cousgoude, hac a so inutil, dangerus, ha noasus bras memes, pere a zeu pe digant an natur, pe digant an adversour memes, penaus e c’hillin-me difaranti an eil-re diouz o entez anezo, hac anaout ar re fall diouz ar re vad ? Ur reglen general evit an affectionou hac ar santimanchou eus hon ene, Philotee, eo ma tleomp o anaout diouz ar frouez anezo ; hor c’halon eo ar vezen, an affectionou hac ar santimanchou eo ar blenchou anezi, e œuvroù hac e actionou eo ar frouez. Mad eo ar galon pehini e deveus affectionou ha santimanchou mad, hac an affectionou pe ar santimanchou-se a so mad, pere a brodu enõp effejou mad hac hon laca da ober actionou santel. Mar deu an douçderiou, an deneridiguezou hac ar gonsolationou-se d’hon renta humploc’h, patiantoc’h , amiaploc’h, charitaploc’h ha truezussoc’h en andret hon nessa, servantoc’h da vortifia hor c’hoantou hac hon inclinationou fall, fideloc’h en hon exerciçou mad, maniaploc’h ha souploc’h en egard d’ar re ma tleomp oboissa dezo, ha simploc’h en hor buez hac en hor c’homportamant, ne deus quet da zoueti, Philotee, na d’e aberz Doue int : hoguen ma n’o deveus an douçderiou-se hac an affectionou

  1. Lezet eo e-maez amañ ur marvailh diwar-benn Aleksandr-Veur. [Notenn gant Wikimammenn]