Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/362

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
350
Introduction

deffe quet a c’hreg, pehini a guemer ar gonsolationou corporel ganti en hevelep-fæçon na vez quet evit quemense distroet diouz ar bretantionou spirituel, hac ar pez a lavarer amâ eus an ozac’h, a dleer da entent quer couls eus ar c’hreg. Ar re pere en em servich eus ar bet-mâ, eme ar memes Abostol, bevent evel pa n’en em servichent quet anezàn.

En em servichet eta peb-unan eus ar bed, hervez e stad hac e vocation ; mæs en ur fæçon na stago quet e affection ouz ar bet, ha ma vezo quel libr ha quer pront da servicha Doue, evel pa n’en em serviche quet eus ar bet. Hennez eo ar maler bras en deveus an den, eme Sant Augustin, fallout jouissa an traou p’eveus ar re ne dle nemet en em servicha, ha fallout en em servicha eus ar re ma tle jouissa hepquen anezo. Beza e tleomp jouissa eus an traou spirituel, hac en em servicha hepquen eus an traou corporel ; rac pa chenchomp an usaich eus an traou corporel er jouissanç anezo, hon ene ræsonabl a vez chenchet ivez en un ene brutal hac aneval.


————