mæs un aneval eo an dina so var an douar, hac en deveus ar muia santimant ; me a fell din lavaret deoc’h ur merq eus e honestis : jamæs ne cheinch a femell, hac e car estrainch an hini en devez choaset, pe gant hini cousgoude ne zeu d’en em barraat nemet a dri bloaz e tri bloaz, hac an dra-se e spaç a bemp devez hepquen, hac er gra quer secret na vez guelet jamæs oc’h e ober, mæs apparissa a ra d’ar c’huec’hvet devez, pe da hini abarz peb-tra tout e za directamant da ur rivier bennâc, eleac’h ma voalch e gorf antieramant, hep fallout dezâ morse-tout distrei da gaout ar re-all, quen a vez en em burifiet da guenta. Ha ne de quet ar re-mâ santimanchou caër hac honest en un seurt aneval, pehini a ra scol er fæçon-mâ d’an dud demezet na zalc’hint quet engaget ha staguet o affection ouz ar blijadur sansuel eus o friedelez ; quent-se ma voalc’hint o chalon he goude, ha ma en em burifiint diouti er c’henta guella, evit exerçi goudese gant peb liberte a speret an actionou-all, pere a so purroc’h ha noploc’h ? En avis-mâ eo e consist ar pratic parfet eus an descadurez excellanr a ro Sant Paul d’ar Gorintianet en termeniou-mâ. An amser a so ber, emezâ, hiviziquen eta ar re pere o deveus graguez, bevent evel pa n’o deffe quet. Rac hervez Sant Gregor, hennez a vev gant e c’hreg evel pa n’en
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/361
Neuz