Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/329

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
317
d’ar Vuez Devot.

c’hontrol en em intourdia hac en em geina eo a reer. Pa vez bet un den pell oc’h ober ur c’hoari bennâc, pe ouz hini e renq beza attantif ha lacat evez mad, e vez morfountet ha squizet oll e speret : ha pa vez choumet ive queit-se da ober ur c’hoari-all bennâc, eleac’h ma zeus trevell d’ar c’horf, ne de quet recrei ar c’horf eo an dra-se, mæs e fatiga. Mar d’e re vras ivez ar pris, da lavaret eo ar som pehini a vez lequeat er c’hoari, e teu affectionou ar c’hoarieurien da veza direglet ; hac ouspen-se un dra injust eo lacat pris bras en habiliteou, en higinnou hac en agiliteou quen dister ha quen inutil, evel ma zeo ar c’hoariou. Hoguen dreist pep-tra liquit evez, Philotee, na guemerrac’h arraich ha re a affection evit an traou-se oll ; rac peguen honest bennâc ve ur recreation, ur viç eo lacat ar galon hac an affection en-hi. Ne quet lavaret a ràn-me, na ranquet quemeret plijadur er c’hoari endra vezer oc’h e ober ; rac anes ne ve quet a recreation, mæs lavaret a ràn ne renq quet un den lacat e affection en dra-se, evit e zesirout , evit en em amusi hac evit en em ampressi gant quemense.


————