gouraich hac a ferveur da gontempli ar Mysteriou divin. Ne deus douet ebet na deo ur viç beza quer rigolius quer rust ha quer gouez, na falfe quet deomp quemeret evidomp hon-unan na permeti evit ar re-all nep seurt recreation. Quemeret an ear, en em bourmen, en em antreteni eus a draou joaius hac amiabl e peb honestis, c’hoari gant un dra zeçant bennâc, musica pe gana guersiou ha soniou honest, c’hoari castellic pe c’hoari gadic, pe en em zivertissa en ur fæçon-all bennâc evelse gant moderation ha gant modesti, ar voaset en ur part hac ar merchet en ur part-all, a-so recreationou quen honest, na deus izom, evit en em servichout ervat anezo, nemet eus ar brudanç commun, pehini a ro da bep tra e renq, e leac’h, e vusur, hac e amser.
Ar c’hoariou, ma servich enno ar gounit da bris ha da recompans evit an adres hac an agilite eus ar chorf, p’evit an higin hac an habilite eus ar speret, evel ma zeo c’hoari’r volot, c’hoari’r boulou, c’hoari’r c’hillou, c’hoari’n damier pe c’hoari’r va-ell, hac an seurt c’hoariou-se a so recreationou honest ha licit anezo o-unan ; ret eo hepquen dioual diouz peb exces, evit na lacaor quet enno na re a amser, na re a bris rac mar gu’impliger ganto re a amser, ne de quet ur recreation eo, un occupation eo ; ne soulager nac ar speret nac ar chorf, er