Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/297

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
285
d’ar Vuez Devot.

zint follentez na sotoni ebet : rac ec’his ma zint bet dija mamou a famill, ha tremenet dre an dristidiguez eus ar stad a intanves, e vezont consideret evel sperejou meur ha tud great.

Mæs evit ar guir intanvezet, pere a so intanveset non pas hepquen a gorf, majs ivez a galon, ornamant ebet ne de convenabl dezo nemet an humilite, ar vodesti hac an devotion : rac mar fell dezo beza caret gant ar vouaset, ne dint quet guir intanveset, ha ma na glascont quet beza caret evelse, peadra’ta e tougont-ii an instrumanchou hac ar mercou a guemense ? nep na fell quet dezàn diguemeret hostisien ha logerien, a renc lamet diouz e dy ar mercou hac an ansaignou a hostaleri. Ato e reer goab eus an ud goz, pa falves dezo ober an dud vrao hac an dud coant ; ur follentez e hounnez pehini ne de da veza supportet nemet er yaouanctis.

Bezit propr, Philotee, na vezet netra var ho tro a guement a draine nac a ve goal-ajustet. Un disprijanç ve a rac’h eus ar re, ma ho pez conversation ganto, mont en o zouez gant ur viscamant difæçon : mæs liquit evez mad ouz an affeterez, ouz ar vanite, ouz ar guriosite, hac ouz ar follentez. En em zalc’hit ato muia ma ellot a gostez ar simplicite hac ar vodesti, pehini evit tra-sur eo ar vrassa ornamant eus ar guenet,