Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/296

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
284
Introduction

ment ha ma e possibl, lesell nep seurt souilleur na lousdoni : an neatteri hac ar broprete exterieur a represant en ur fæçon bennâc an neatteri, ar broprete hac an honestis interieur. Doue memes a c’houlen ar broprete hac an honestis eus ar c’horf er re pere a dosta ouz e auteriou, hac o deveus ar garg principal eus an devotion.

Evit fæt ar vateri hac ar furm eus an dillad e considerer an dereadurez dre gals a circonstançou eus an amser, eus an oad, eus ar galite, eus ar gompagnunez, hac eus an occasionou. Custum oar d’en em visca guell en deiziou gouel hervez ar solennite eus an deiz : en amser a binigen, evel ma zeo er c’horaïs en em negliger mui er viscamant : en eureujou e touguer ur viscamand eured ; hac evit an Anaon decedet e touguer dillajou caoun. Ur c’hreg a ell hac a dle en em ajusti e compagnunez he fried, pa fell dezâ e rae ; hoguen mar er gra en e absanç pa vez pell diountâ, e vezo goulennet pe da biou e fell dezi plijout gant ar sourci-se a guemer d’en em orni. Gant ar plac’het e permeter mui a ornamant hac a ajustamant, abalamour ma c’hellont e peb honestis desirout beza agreabl da gals, peguement bennâc na deo nemet evit gounit unan hepquen dre ur briedelez santel. Ne gaffer quet droug ivez e teue an intanveset d’en em ajusti un nebeut evit dimizi adarre, gant na zisquez-