ar re pere a chom er bed ; rac evel na dint quet paour dre o choas o-unan, mæs dre necessite, ne reer quet a istim bras anezo : o faourentez a so paourroc’h eguet hini ar Religiuset, peguement bennâc ma vez paourentez ar re-mâ ur baourentez excellant ha meulabl bras meurbet, abalamour d’ar vœu ha d’an intantion p’evit hini ez e bet choaset ganto.
N’en em glemit quet eta, va Philotee gueaz, eus ho paourenrez ; rac n’en em glemomp nemet eus ar pez a zisplich deomp : ha mar displich deoc’h ho paourentez, ne douc’h mui paour hervez ar speret, er c’hontrol pinvidic ouc’h a galon. Na zeut quet d’en em affligea ma na douc’h quet sicouret diouz hoc’h izom, rac eno eo e consist an excellanç eus ar baourentez. Fallout beza paour hep receo an incomodite eus ar baourentez, a so ur re vras ambition ; rac fallout caout an enor eus ar baourentez hac ar gommodite eus ar binvidiguez eo an dra-se. N’ho pêt quet a vez o veza paour nac o c’houlen an alusen dre charite : recevit-hi gant humilite pa vezo roet deoc’h ; ha pa viot refuset anezi, acceptit ar revus-se gant douçder. Ho pezet memor alies eus ar veaich a eureu ar Verc’hes en Egipt, o touguen he Mabic quer ganti d’y, evit tec’het e raoc Herodes ; ha peguemēt a zisprijanç, a baourentez hac a zeffaut a rancas da c’houzaon.