Rancontret hoc’h eus-hi hep e c’hlasq hac hep poan ; briataït-hi eta evel ar vignones guer da Jesus-Christ pehini a so bet ganet, en deveus bet bevet hac a so bet maro gant ar baourentez pehini e bet e vagueres epad e vuez.
Ho paourentez, Philotee, e deveus diou brivileich vras, dre voyen pere e c’hell ober deoc’h meritout cals. Ar guenta eo na de quet erruet gueneoc’h dre ho choas hoc’h-unan, mæs dre ar volontez hepquen a Zoue pehini en deveus ho creat paour, hep e deffe contribuet ho volontez hoc’h-unan en dra-se ; hac ar pez a recevomp puramant dre ar volontez a Zoue a so agreaploc’h dezàn bepret ; nemet en receffimp a galon vad hac abalamour d’e volontez santel : eleac’h ma zeus nebeutoc’h eus hor perz-ny, ez eus muioc’h a berz Doue. Oc’h accepti puramant ha simplamant ar volontez a Zoue, e rentomp meurbet pur hac agreabl dirazàn hor souffranç. An eil brivileich eus ar baourentez-se eo ma ze ur baourentez pehini a so paour gant guirionez. Ur baourentez meulet, cherisset, istimet, sicouret hac asistet, evel ma zeo hini ar re pere a renonç d’ar bed, a so en ur fæçon bennâc pinvidic, da viana ne de quet toutafæt paour. Mæs ur baourentez dispriget, rebutet, rebechet hac abandonet, honnez a so paour gant guirionez ; hac an seurt paourentez-se peurvuia eo hini