dre ar veuleudi e fell deomp lacat ar re-all da gaout istim eus an excellanç a so er re a veulomp, dre an enor e tisquezomp penaus hon eus hon-unan istim anezo : hac ar c’hloar ne deo quen tra d’am avis nemet ur certen sclerigen a reputation pehini a sorti eus a gals a veuleudiou hac a enoriou destumet assambles, en hevelep-fæçon ma zeo an enoriou hac ar veuleudiou evel mein precius a douez pere destumet assambles e sorti ar c’hloar evel ur berlesen. Mæs evel na ell quet an humilite souffr e teuemp da sonjal e vemp excellant, pe e tleffemp beza preferet d’ar re-all, ne ell quet ivez permeti e teuemp da glasq ar veuleudi, an enor hac ar c’hloar pere a so dleet da ur vertuz excellant hepquen. Consanti a ra cousgoude d’an avertissamant eus ar Fur, pehini hon avertis da gaout sourci eus hon reputation, abalamour ar reputation vad a so un istim non pas eus vertuz excellant ebet, mæs hepquen eus a ur vertuz simpl ha commun pehini a.bermet gueneomp an humilite da anaout enomp, ha peveus a hini e permet gueneomp ive parconsecant e tesirremp ar reputation. Guir e penaus an humilite a zisprisse ar reputation, ma ne desse quet a izom ar garantez anezi ; mæs evel ma zeo hi eo unan eus ar fondamanchou pe var re ez e fontet ar societe hac an union a so etouez an dud, hac evel ma zomp non pas hepquen inutil, mæs domachus d’ar
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/202
Neuz