Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
180
Introduction

e humor hac eus e ziegui.

Goulennit ouz Doue ur sin bennâc diouz an traon eus an douar, pe diouz an eac’h eus an Eê, eme ar Profet d’ar maleürus Acchab ; hac e respontas : non, ne c’houlennin quet, ha ne dentin quet Doue. O an den mechant ! ober a ra neuz da zouguen ur respet bras da Zoue, hac e teu dre un apparanç a humilite d’en em excus da obteni ar c’hraç peveus a hini e ra offr e vadelez divin dezàn. Mæs ha ne vel-èn quet ervat penaus, pa falvez da Zoue rei deomp ur faveur bennâc, ez eo un orgouil e revusi, hac ez omp obliget da receo an donæsonou a offr Doue deomp, ha penaus ez eo un humilite oboissa hac heuly tosta ma ellomp e volontez hac e zesir ? Hoguen an desir hac ar volontez a Zoue eo ma vezzimp parfet oc’h en em unissa gantàn hac oc’h e imita muia ma ze possibl deomp. An den superb, pehini en em fizy ennâ e-unan, en deveus leac’h mad da gaout aon oc’h antrepreni netra ; mæs an den humbl, sulvui ma en em ene sempl hac impuissant, sul-gourachussoc’h eo ; ha sul-disterroc’h ma en em istim, sul-hardizzoc’h e teu da veza : rac ma laca e oll fizianç e Doue pehini en em blich o tisquez e oll-c’halloudeguez en hon infirmite, hac o tisquez e drugarez en hor paourentez. Ret e deomp eta caout un hardieguea humbl ha santel da antrepreni quement a guef a propos evit hon avançamant ar re