Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/191

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
179
d’ar Vuez Devot.

çon ar simplicite hac ar sincerite a galon. Nep a so humbl e guirionez a ve guell gantàn e ve un all a lavare anezàn penaus eo un den miserabl, un den neant hac un den ne dal netra, eguet non pas e lavaret e-unan ; da viana mar goar en lavarer anezàn, ne lavar quet ar c’hontrol, mæs consanti a ra a galon vad : rac evel ma cred ervat e-unan ez eo, en deveus joa o velet e ve ar re-all, er memes santimant gantàn. Cals a lavar penaus e lesont an Oræson Mental gant ar re barfet, hac evito-ii ne dint quet dîn d’e ober : re-all a lavar penaus ne gredont quet communia alies, abalamour n’en em gueffont quet pur aoualc’h : re-all a lavar o deveus aon na raent disenor d’an devotion, ma en em emellent, anezi, o veza quer miserabl ha quer fragil ha ma zint : hac ar re-all a revus implija o zalant e servich Doue hac e silvidiguez an nessa, abalamour, emezo, ma c’henevont o sempladurez ha ma o deveus aon d’en em orgouilli ma servichent da ober ur mad bennâc, ha na zeuent d’en em goll o-unan o clasq savetei ar re-all. Quemense oll ne deo nemet artifiç hac ur fæçon humilite non pas hepmuiquen faus, mæs ive malin, rac ma teu un den dreizi da vlam en ur fæçon subtil ha goloet an traou pere a apparchant ouz Doue, pe da viana da guzet dindan ur pretext a humilite an amour propr eus e santimant, eus