Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
165
d’ar Vuez Devot.

neen dre va faut : un all a ve contant mat da veza droug-brezequet hac er fouffre gant ur batiantet vras, nemet na ve credet da nep en droug-prezeque. Beza ez eus reall hac a sonch dezo e vent contant da gaout un darn eus a un incommodite bennâc ; hoguen non pas d’e c’haout oll ; n’en em impatiantont quet, emezo, evit beza clàn, nemet abalamour n’o deveus quet a voyen da lacat en em dreti, pe abalamour ma rencont beza importun da nep a so var o zro. Me lavar eta, Philotee, penaus eo ret beza patiant non pas hepquen en ur c’hlenvet, mæs e quement seurt clènvet a bligeo gant Doue, eleac’h ma pligeo gantàn, etouez an dut ma pligeo gantàn, ha gant an incommoditeou ma pligeo gantàn, ha toudememes a lavaràn evit an adversiteou-all. Pa erruo un incommodite pe un droug bennâc gueneoc’h en em servichit ountâ eus ar remejou pere a vezo possibl hac hervez Doue : rac tenti e Vajeste divin ve ober autramant ; mæs ivez o veza grêt quemense, gortoit gant ur resignation antier an effet a bligeo gant Doue, mar plich gantâ e ve treac’h ar remejou d’an droug, en trugarecaot gant humilite ; hoguen mar plic’h gantàn e ve treac’h ivez an droug d’ar remejou, meulit-èn gant patiantet.

Me so eus ar memes avis gant Sant Gregor. Pa viot tamallet gant ræson eus a ur