Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/176

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
164
Introduction

re vechant ; mæs beza reprenet hac accuset ha persecutet gant an dud honest, gant ar vignonet, ha gant ar guerent, an drase eo a so sansibl. An douçder pe gant hini e souffras pell Sant Charles Borromee beza reprenet publicamant er Gador gant ur Predicator bras eus a un Urz reformet hac austerus meurbet, a istimàn mui eguet an oll souffrançou en devoue diouz ar re-all : rac evel ma zeo sansiploc’h ar c’hrog eus ar guenan eguet eus ar c’helien, toudememes an droug pehini a receveur diouz an dud honest, hac ar gontroliezou pere a reont, a so sansiploc’h cals eguet ar real : hac an drase cousgoude a erru alies, penaus daou zen honest o caout intention vad o daou en o santimanchou pere a so control, a zeu da ober controliezou ha persecutionou bras an eil d’eguile.

Bezit patiant non pas epquen evit ar principal eus an afflictionou pere a erruo gueneoc’h, mæs c’hoaz evit an accidantou pere a zepando ac’hano. Cals a ve contant da gaout poan gant na vent quet incommodet. N’en em glemmen quet, eme vezo unan, evit beza rentet paour, pa ne ve ne allan quet renta servich d’am mignonet, antreteni va bugale, ha beva enorablamant evel ma tesirren : un all a lavaro; n’en em lacaen quet e poan a guemense pa ne ve ma songeo an dud e ve erruet an drase gue-