Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
138
Introduction.

hi quemeret a berz-vad ; n’em bezo quet a zamant eta d’en em accus evellen : en em dileset oun bet da lavaret comsou a gourrouç a enep ur certen, o veza quemeret a voual-berz ur goms bennâc a lavare din. Ne de quet evit ar gousecanç eus ar pez a lavare oa, nemet abalamour ma tisplige din ar certen-se ; ha mar ho pez izom c’hoaz, evit en em ziscleria ervat, da expressi d’ho Confessour ar c’homsou colerus-se pere hoc’h eus prononcet, e sonjan penaus e ve mad deoc’h o lavaret dezàn. Rac oc’h en em accus evelse naïfamant, ne ziscleriit quet hepquen ar pec’hejou hoc’h eus grêt, mæs ivez ar goal inclinationou, ar goal gustumou hac ar c’hriziennou-all eus ho pec’hejou a roït an hent-se da anaout. d’ho Tad spirituel, pehini a guemer dre ar voyen-se un anaoudeguez barfet eus ho coustianç, hac e c’hell ivez anaout guell a-se ar remejou pere a so propr d’ho pec’hejou. Ret e cousgoude miret ato, mar d’e possibl, na roac’h da anaout piou en deffe contribuet en ho pec’het.

Liquit evez ouz ur gantite a bec’hejou pere a chom alies da ren insansiblamant e gouelet ar goustianç, evit ma o c’hofessaot ha ma ellot en em burgi anezo ; hac evit an effet-se lennit ganc dilijanç ar c’huec’hvet Chabistr, ar seizvet, an eizvet ha navet-varnuguent, ar pempet ha c’huec’hvet ha tregont eus an drede Quevren, hac ar seizvet