Philotee, o sevell ho calon pront ha fervant varzu-ac-ennâ ; admirit ar guenet anezàn, goulennit sicour ountàn, en em strinquit a speret ec’harz treid ar Groas, adorit e vadelez, interrogit-èn alies e quenver ho silvidiguez, offrit dezàn hoc’h ene mil gueich en deiz, arretit ho taoulagat interieur var e zouçder, astennit ho tourn dezàn evel ur buguel d’e dad, evit ma ho cunduo, liquit-èn var hot peutrin evel ur boquet delicius, plantit-èn en hoc’h ene evel un anseîn, ha grit evelse mil seurt mouvamant eus ho calon evit elumi enni carantez Doue, hac evit en em excita da un deneridiguez ardant en andret ar Pried divin-se d’hoc’h ene.
Evellen eo e reer an Oræsonou Jaculator, pere a recommand Sant Augustin quellies a veich d’an Itron devot Proba. Hor speret, Philotee, oc’h en em acustumi evelse da songeal e Doue alies ha da veza familier gantàn, a zui da veza parfumet ha carguet oll eus e berfectionou divin ; hac an exerciç-mâ ne de quet dies ; rac mellet ec’hell beza emesq hon afferou hac hon occupationou hep ober ampechamant ebet dezo, abalamour n’en em arretomp er retrejou a speret-se nac er mouvamanchou a galon-se nemet ur moument evel dre un divertissamant ber, ar pez ne noas morsetout, quent-se a servich deomp cals evit pourchu ha continui ar pez a reomp. Ar pelerin pehini a