Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ruppe - Chanson nevez (ar serjant-major).djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —


Deuz an nos e velan c’hoaz ar loar ac ar sterret
Pere contemplom bemnos, arog mont da gousket,

Demeus sclerigen pere pa voan ebars ar vro
A profiten vit monet d’ober pourmenadenno.
Cetu aze souveniriou, a zo cri ha cruel ;
Bet truez eus o pugale, tadou, mamou santel.

Querent ha mignonnet, na houifec’h quet compren
Ar miseriou a souffromp aman var an duchen,
Da poaniou ar brassa ezer sujet bemde,
Obliget d’ober faction, coulz an noz evel an de,

Gant ar sac’h var o chouq, o fusil, o sabren
Ac evit nom reposi neus nemet eur planken
Henes a zo eur guele a zo yen ha kalet
Evit reposi eur c’horf paour pehini ve scornet

O tont deus ober faction, dre ar glao pe an avel
A glever en pad an nos, dre ho tiou scouarn o yudel.
Mar vise lavaret din, breman a zo daou uguent mis
Vizem bet quen malheurus o tremen va youankis.

Ma mise pedet Doue da dori va flaneden ;
Mes pa zeo degoet guenin, e zeo ret din y douguen ;
Ac ebars fin va c’honge marteze vezo brezel.
Neuze neur vro estranjour, marteze vo ret mervel.
Sonjit ta tud yaouank, peguen trist ar maro,
Mervel da bemp bla varnuguen, e creis tan ar c’hanoniou.

Mar ia ar hellou dar guer da laret vin maro,
Laquet guenin, me o ped, eun nebeud pedenno,
Ha neuze ebars ar vro, evel e ma ar c’his
C’houllan guenoc’h eur Bater, pe an De profundis.

Mont a ran, va mignonet, breman da echui.
Re glac’haret eo va c’halon vit gallout continui ;
Mes quent evit finissa, meus c’hoant da lavaret
Hano ar pevar den yaouank, deus pere meus parlantet

Unan a zo e hano, Jacques Bourriquen
An eil demeus ane, e zo Even Gourlaouen
Isidor Maisonneuve, a Corentin Lagadec,
An hini diveza zo deuz Carais, an tri al deus Speyed.

Mar moc’h clasq gout a clevet piou neus gret ar chanson
Ma pars ar guer a Baris, rannet e zeo e galon,
Sergent-major e zeo, demeus ar blavez unec
E hano zo François Ruppe, demeus bourg Speyet.

Breman ar pemp asambles, or speret bars ar vro
A laromp dar Finister, quenavo !!! quenavo !!!

François RUPPE

Morlaix. — Imp. Letreguilly, 12, Rue de Paris.