Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ruppe - Chanson nevez (ar serjant-major).djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —



Obliget da guitad, o c’herent, o mignonet,
O sadou, o mamou, o breudeur, o c’hoarezet,
Var ma feuillen voa merket ar c’homzo cri ha cruel
« Punisset e vec’h mar vanket d’an appel ».

O velled ar c’homzou-se, va c’halon voa rannet,
Ann dour a zirede demeuz va daoulaguet.
Cetu me partiet, d’an dregont deus ar mis.
Hirio mon e Mont Valerien, ust a guer a Baris.

Non quet aman va hunan, o souffri tourmancho
Pevar all a zo c’hoas, pere zo deus ma bro
Evar sujet da bere meus c’hoant da barlanta,
Car pevar soudard ezint, deus ar vaillanta.

Bemnos nom reunissomp, arog mont da gousket ;
Or c’hallon ra met unan, pa vemp reunisset ;
Neuse a barlantomp deus ar plijadurezo
A mizemp ebarz ar guer, gant or c’hamarado.

Pa iejom da bourmen, teue caus deus a vro.
Gant daelo on daou lagat e c’hlebem an encho,
Evel an durzunel kes, collet ganti e far,
Pini nom dol da vervel, ractal var an douar.

Pa jonjan em zad, em mam, pere neuz va maguet
Hac ebars an ty eurus lec’h ma zon be ganet,
Neuze e ven scoet a disconsolation,
Ac eguis eun toll lanç a dreus din ma c’hallon.

Pa teu ebars va memor, an amzer passeet,
Gant ma c’hamaradet a ma c’hamaradezet,
Deus pere allas !!! allas !!! ezon separet hirio ;
Pelec’h e zeo et eta ar plijadurezo

Mump tanveet assembles, couls an nos vel an de :
Cetu ar pez a basse dre va speret bemde ;
Ma mestres, ma mestres, aman var ma chanson,
Me a num recommand d’oc’h, deuz a greiz va c’halon.

Sonjit bars an ini o car, pehin zo en arme,
Prest da vont en disesper, o c’hortos e gonge
Breman zo pevar bloas a voan en ho quichen,
Ac an deiz a hirio mon evar leign eun duchen.

Evar leign eur menze, en faç dar seiz amzer,
Ust ar guer capital Franç, mon o souffri miser.
Divar leign an duchen-man dolan vechou ma zello
Evar zu ma bro natal, mes netra ne vellon.

Nemet ar firmamant pehini zo ust or pen,
Ac an eol santel ra deomp ar sclerigen ;