Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/87

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

e lost, ha ne oa ket kennebeut evit en em ziskouez dirak e vignoned na dirak e enebourien gant ar vez en doa.

Penaos e vevas ar pennad-se eus e vuhez ? Den n’en deus gouezet morse, ha biken den ne c’helle gouzout. Hir e kavas an amzer, pa ranke beva atao e-unan, e-unan, ha pa ne gave netra evit en em zidui.

Eun deiz, pa gavas d’ezañ e oa ankounac’haet e droiou kamm gant an holl, e tistroas da vro e gavell, da veva eur vuhez reiz war dosenn Sant-Mikael binniget, pell diouz e vignoned, pell diouz e enebourien, ha dianav d’an holl.

Siouaz d’ezañ ! Pa zegouezas dirak tosenn Sant-Mikael, e welas eun dra drist : Kastell-al-Laer, ken kaer war beg ar menez, a oa bet diskaret, dismantret betek an diazezou ! E wreg hag e vugale a oa bet lazet emichañs, rak ne gavas liou anezo e nep lec’h. Neuze e kollas kalon evit mat. Kavout a reas d’ezañ ne chome tamm nerz ebet mui en e zivesker. Azeza a reas war unan eus mein an dismantrou, hag e krogas da yudal, da yudal evel eur bleiz, war e blanedenn griz, war hini e wreg hag e vugale.

Ya, kollet en doa kalon evit mat, ha, daoust d’ezañ beza war yun abaoe eun nebeut deveziou, n’en doa mui ezomm eus netra, nag eus kig polezi, nag eus kig poñsined, ha pa vije bet fritet d’ezañ.

Eiz devez hag eiz nozvez e chomas war beg ar menez da hirvoudi ha da ouela, betek ma n’en doa mui nerz a-walc’h evit klemm, betek ma ne chome mui daerou en e zaoulagad paour, betek ma oa deut da veza treut, treut evel eur relegenn ha brondu e benn gant an dienez. D’an eizvet devez, d’an eur ma edo an heol o vont da guzat, e krogas krenijenn an

− 85 −