Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/86

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

zo deut, ar beure-mañ, eus Brest. Alanig al louarn en deus kavet e varo hag eur maro trist : kouezet diwar ar pont bras, ha beuzet er Benfel ! A, trist oun hizio ha glac’haret-kenañ. Kollet em eus an aotrou desketa, an hini fura, gouizieka, speredeka a oa em rouantelez. Ouspenn eur wech en deus saveteet ac’hanoun. O selaou anezañ ne gavis morse da glemm. O selaou e enebourien em eus bet atao reuz ha dispac’h war-lerc’h o aliou. Alanig a oa va gwella mignon, va mignon gwir, gwelout a ran bremañ. A, ken d’in beza selaouet anezañ atao ! E aliou a oa fur, e furnez a oa bras ! Allas, allas, allas ! »

Ar brinsed hag ar varoned a selaoue o roue, hep ranna etrezo an distera komz. Nobl a gendalc’has :

« A ! keuz am eus, ha keuz bras. Piou a vezo va c’huzulier hiviziken ? Piou a soursio ouz traou ar rouantelez ? Koll am eus bet. Digoll n’em bo ket. Priñsed ha baroned, selaouit mat ac’hanoun : biken n’ho kredin mui, hag an hini a gredo rei d’in eun ali bennak hep va aotre a vezo trouc’het e deod d’ezañ war an taol. Ha bremañ it diwar va zro, ha lezit ac’hanoun va-unan ».

Ar c’hazetennou o doa embannet maro Alanig o doa embannet eur c’helou faos. Al louarn besk en doa douaret e-tal kastell Brest, hag ac’hano, dre hent treuz ha dre hent doun, en doa gounezet bro Leon.

Ne vevas ket eno e peoc’h gant e gof ha gant e goustiañs. Rak kaout keuz ne roe ket d’ezañ kof reut, ha ret-mat e oa debri diou wech bemdez. Ha petra debri evit beva ? Eno edo an dalc’h. Ne oa ket Alanig evit beva gant e vicher abaoe ma oa bet trouc’het

− 84 −