Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kokoriko a reas degemer mat da bep hini.

« Deuit tre, deuit tre », emezañ, « en em stardit da c’hortoz ma vo merket e blas da bep hini ha lavaret d’ezañ petra ober ».

Dre eurvad e oa bet brasaet kludou Rokinarc’h. Panevet se n’o dije ket gouezet ar yer pelec’h en em lakaat.

Eur c’hazetenner a oa deut ivez eus Brest evit skriva diwar-benn ar pez a oa da c’hoarvezout pennadou kaer war gelaouennou ar rouantelez.

Kokoriko a bignas war ar skeul.

« Selaouit », emezañ. « Alanig al louarn n’en deus ket pell da veva ken. Met evit se eo ret d’imp en em glevout mat. Bremaik ez aio unan ac’hanomp betek Kastell-al-Laer da bedi Alanig da zont da welout va bugale da barea anezo. Rak gouiziek eo, hag ar vrud en deus da veza medisin. Met n’oun ket evit kemenn da zen mont di, gwall risklus ma ’z eo ar veaj. Ma tegouez da Alanig kaout kof goullo, hogozik sur e c’hoarvezo droug gant an hini a yelo di. Ma ’z eo reut e gof, en devo marteze eun tammig pasianted. Da Rokinarc’h e teuio sur. Rak, soñjit : beza pedet da zont da weladenna kludou ar yer, pebez abadenn gaer evit al louarn koz ! Piou eta a yelo da Gastell-al-Laer ? »

Den ne responte.

« Piou, piou ? » a c’houlenne Kokoriko. « An holl o deus aon ? »

« N’em eus ket aon, me », a lavaras eur c’hilhog taer. « Me a yelo da Gastell-al-Laer en eur redadenn, hag, a-barz nemeur, e vezin deut en-dro ».