Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ne oa ket aet sot-ran. Pell ac’hano.

Eun deiz eta, Kokoriko a reas tro holl gludou ar c’hanton hag a bedas kement Mai-Graag ha kement kilhog en doa eun tammig kribenn ruz war e benn da zont d’e di.

« Deuit holl da Rokinarc’h », emezañ, « gouzout a rit, e-lec’h ez eus eur maen-hir ; deuit, warc’hoaz d’an noz, ma vezo graet e stal da Alanig al louarn ».

« Ober e stal da Alanig ? » a lavare ar yer ; « eun dra gaer e vefe. Met kavout a ra d’imp ez eo eun dra gwal start ! »

« Ne vo ket gwall start », eme Gokoriko, « ma vezomp unanet. Deuit da Rokinarc’h, me ho ped, hag a-benn daou zevez amañ, e vezo lazet Alanig, pe aotre a roin dan neb a garo da drouc’ha d’in va c’hribenn ha da zisplanta ar bluenn gaera diouz va lost ».

An deiz war-lerc’heta, a-raok serr-noz, e voe gwelet eun niver bras a yer o kemer hent Rokinarc’h. Ne zeuas ket di ar yer eus holl gêriou arc’hanton, nann, met dont a reas evelato eus an holl gêriou tro-war-dro: eus Roudoudelc’h, Link, ar Gernevez, Penn-ar-Waremmig, Ti-Beron, Bodenna, Sant-Riwal, Lost-ar-C’hoad, Stumenven, Kerglomou, Penanger, Bodingar, Lann-ar-Maro, Keryann, Kergudon, ar Mogerou, Hengoad, Bod-Kador, Korn-Kamm, Ti ar Yun, hag all.

Eur rejimant a yer a oa aet da Rokinarc’h. A ! ma en dije gouezet Alanig an dra-se ! … Met, evit d’ezañ beza fin, ne oa ket aet ar c’helou-se betek e ziouskouarn, hag, en abardaez-se, edo oc’h ober e droiou kamm e-kichen ar Fouilhez.