« Grit goap, grit goap, Alanig, kement ha ma kerot, met eun deiz bennak e teuio hon tro-ni da ober goap ouzoc’h ».
« Feiz », eme Alanig, « an deiz-se ne zeu ket buan, hervez a welan ».
Hag al louarn a lavaras goustadik, e pleg skouarn an arz :
« Lavarit eus va ferz da Job e vefen glac’haret o welout anezañ o vervel gant e nao gouli war-nugent, rak plijadur vras am befe o rei d’ezañ eur predad all ».
Alanig al louarn a guitaas lez ar roue Nobl, ambrouget gant ar varoned, an duged hag ar brinsed, ha gant eur gerentiez niverus : daou-ugent kenderv a oa d’e heul, hanter-kant keniterv hag eun niver spontus a gerent a bell.
Dre ma kerzent, e youc’hent : Gloar da Alanig ! Gloar da Alanig al louarn ! Youc’houc’hou !
Hag an traoniennou a dregerne ivez, hag an hekleo a lavare : Gloar da Alanig ! Youc’houc’hou !
A, me hen lavar d’eoc’h, eun deiz kaer e oa evit Alanig, ha, ma vije bet beo c’hoaz, en dije lavaret d’eoc’h al levenez dispar a sante neuze en e galon.
Degouezet e oant dirak Kastell-al-Laer.
« Mamm », eme Berig en eur ouela, « mamm, deuit da welout : soudarded a zo o tont d’ober droug d’imp ».
Al louarnez en em lakaas er prenestr.
« A, va faour kaez Alanig ! » emezi « lazet eo bet ganto ! Allas ! Allas ! »
Hag e kouezas war ar gambr, semplet.