Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/60

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Eur vunutenn goude m’en doa lonket ar werennad hini kreñv, Job a zigoras eul lagad, — al lagad dehou, rak gouzout a rit eo bet freuzet d’ezañ an hini kleiz. Kerkent dihunet, avat, e skrijas Job gant ar boan. Met seul vui e skrije, seul vui en doa droug e toull e gouzoug. Setu eta e oa trist a-walc’h an doare anezañ. O welout anezañ o c’houzañv kemend-all, ar medisin a gemeras eur vuredad louzou tennet diouz eur blantenn vurzudus hag a roas eur berad da Job. Ha, kerkent lonket ar berad louzou, ar c’hlañvour a gouskas war an taol.

« Lezomp anezañ e-unan », eme ar medisin, « gwelloc’h e kousko. A-barz an noz e teuin adarre d’ober eur gweled d’ezañ ».

Hag heñ kuit.

Ar gerent hag ar vignoned en em dennas ivez.

Paour kaez Job ! Ma ne oa ket lazet-tre, e oa bet, siouaz, gwall gaset ! Nao gouli war-nugent en doa war e groc’hen !

Alanig, heñ, a oa laouen-bras. Edo o komz gant e vignoned, deut niverus d’e gaout da rei o gourc’hemennou d’ezañ. Debri a reas en deiz-se e sal vras ar palez, hag e voe lakaet ouz taol e-kichen ar roue. Nobl ne rae nemet c’hoarzin o welout e gorf touzet hag eouliet.

« Arsa, Alanig », emezañ, « n’em bije ket kredet morse edoc’h eul louarn ken fin ».

Alanig a zebras mat hag a evas kenkoulz. Pa savas diouz taol, eur mousc’hoarz a gamme d’ezañ e vuzellou. Gwelout a reas Lom, eur vousklenn hir staget outañ. Mont a reas d’e gavout.

« Allo, Lom », emezañ, « penaos emañ Job ? Ha dispar emañ ar bed gantañ ? »

− 58 −