ha reuz. Ha kana a rejont kanaouennou evel ma vije bet echu an emgann ha lazet ar bleiz. Lamm-da-Laez, dreist-holl, a soursias ouz he niz. Touza a reas e vleo penn-da-benn d’e gorf, nemet war e lost ; lakaat a reas war e gein ha war e gof eun druzoni kemmesket gant eoul. Pa voe graet al labour-se ganti, ha pa voe Alanig lugernus ha reut e gof, Lamm-da-Laez a lavaras d’ezañ :
« Ha bremañ, va niz, selaouit mat ac’hanoun ha deskit ar pez hoc’h eus dober : evit, evit kalz, ha dalc’hit ganeoc’h ho troaz e-pad an noz. Warc’hoaz d’ar beure, pa viot war dachenn an emgann, e c’hlebiot mat ho lost blevennek gant ho troaz, ha, gant ho lost gleb, e skourjezot ar bleiz a-dreuz e fas. Ma c’hellit tiza e zaoulagad, netra gwelloc’h. Adalek neuze ne welo ket ken sklaer, hag e c’hellot dont a-benn anezañ aesoc’h. Grit da genta an neuz da gemer aon outañ ha tec’hit a-benn d’an avel : ma teu war ho lerc’h, skubit al leurenn gant ho lost ha strinkit d’ezañ ar boultrenn e-kreiz e zaoulagad. E-keit ha ma vezo o secha e zaoulagad, glebit adarre ho lost, ruilhit anezañ er boultrenn hag er fank, hag adarre, taflik ha taflak, e-kreiz e zaoulagad, hag, en doare-se, ez oc’h sur da c’hounit. Ha bremañ, va niz, it d’ober eur gourvez ha kouskit mat : ni ho tihuno pa vezo deut ar mare ».
Alanig a gouskas mat. Savet oa uhel an heol pa zeuas Flaer da lavarout d’ezañ :
« Alanig, poent eo sevel ».
Alanig a dennas ar pikouz diouz e zaoulagad hag a savas.
Lamm-da-Laez ar c’havr a zegasas d’ezañ eun houad