Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/47

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

bremañ, aotrounez, pelec’h emañ ar wirionez ha pelec’h emañ ar gaou. Ha c’houi, Job, prest oc’h evit an emgann ? Ar blouzenn hoc’h eus stlapet kuit diwar va skoaz hag ho hardisegez am eus da dalvezout d’eoc’h ».

« Pa gerot, gaouier flaerius, » eme Job, imoret dreist-muzul. « Met keuz a zeuio d’eoc’h bremaik ».

Ar roue a lavaras :

« Kalz gwelloc’h e kavan eun emgann etrezoc’h ho-taou eget prezegennou ha komzou livet-kaer. Pep hini a vez atao ar wirionez diouz e du, ma karfemp-ni kredi. D’ar brezegenn genta e vez sklaer a-walc’h an afer. D’an ugentvet prezegenn, avat, ne welomp mui berad. En emgann, avat, unan pe unan a c’hounezo, hag an hini a c’hounezo, feiz ! a vezo ar wirionez a-du gantañ, na petra ta ! N’em eus ket hiroc’h da lavarout ».

Alanig ha Job a saludas ar roue hag a benndaoulinas dirak e dron. Nobl a lavaras d’ezo :

« Mat, en em gempennit ho-taou hizio, ha bezit diskuiz, warc’hoaz vintin, evit an emgann ».

Job a gemeras daou dest : Lom ha Lip-e-Bao. Alanig a gemeras daou dest all : ar broc’h ha Dipadapa ar gwiñver.

Eur voereb da Alanig, Lamm-da-Laez, ar c’havr, o chom e Kerfeunteun, a oa ivez deut d’e gaout :

« Diwallit mat ! » emezi d’ezañ, « Job a zo eur gwall loen ! »

« Bennoz Doue d’eoc’h evit hoc’h aliou », a lavaras Alanig, « met bezit dinec’h. Me a zo ar wirionez hag ar justiz eus va zu. Ha ne c’hellan ket koll ».

Mignoned Alanig en em vodas e-pad an noz en eun ostaleri er straed Kereon. Ober a rejont eno banvez

− 45 −