Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

feson divalo en deus da drugarekaat evit ar mad graet dezañ.

Setu bremañ eun afer all, hini ar vran. C’hoar ar vran lazet a oa deut d’am c’hastell, en deiz all, mall warni ha spontet-naet.

« Alanig, Alanig », emezi, « deuit du-mañ, buan-ha-buan. Va c’hoar he deus lonket eur mell draen pesk. N’eo ket evit tenna hec’h alan. Emañ o vont da vervel. Deuit buan, ha marteze e teuot a-benn da denna an draen diouz toull he gouzoug ».

Redek a ris war-eeun da di ar vran. Met, pa oan degouezet, allas, allas ! ar c’hoar a oa astennet war he gwele, maro-mik. Digeri a ris he genou d’ezi, sellout a ris e toull he gouzoug. Draen pesk ebet ennañ ! E feson, e oa diskennet betek ar galon, hag en doa degaset eur maro trumm. Ha me a zo tamallet adarre ! Me an hini en deus lazet anezi. Me a vezo paket a-benn eur wech all oc’h ober vad d’an nesa, a, ya, ya, kredit ! Marteze an hini a damall ac’hanoun eo an hini a zo kablus, rak, lavaret em eus d’eoc’h, n’em eus gwelet draen ebet e toull ar gouzoug. Pelec’h emañ c’hoar ar vran ? Lavarit d’ezi dont amañ. Gwelout a raimp ha kredi a raio tamall ac’hanoun pa vezin dirazi. Ya, lavarit d’ezi dont, ha ra zegaso testou ma he deus. Skuiz oun a-benn ar fin o tougen war va c’houstiañs torfedou ar re all ».

Galvet e voe ar vran, met ne zeuas bran ebet er sal.

« Eñ ! Gwelout a rit ? » eme Alanig ar vran, « ne gred ket dont, abalamour emaoun amañ. An holl droiou fall a vez taolet war va c’hein pa vezan pell, ha pa vezan tost e trouc’h kuit an tamaller. An dra-se a zo mat eur wech, diou wech, teir gwech… Skuiz oun aet avat ! An hini a damallo ac’hanoun hiviziken,