En deiz all e oan azezet war dreuzou dor vras va c’hastell, o kemer aer vat evel kustum, pa dremenas Lostigloan gant an hent bras. Gwelout a reas ac’hanoun. Dont a reas d’am c’havout ha d’am saludi. Lavarout a reas d’in edo o vont da balez ar roue.
« Beaj vat ! » emeve d’ezañ.
Neuze ar c’honikl, gant eur vouez trist-kenañ ha gant dour en e zaoulagad, a lavaras d’in :
« Alanig kaez, n’oc’h ket evit gouzout pegen skuiz oun hag an naon am eus ».
« Deuit tre », emeve, « ma vo roet d’eoc’h da zebri ha da eva ».
« Bennoz Doue d’eoc’h », emezañ, « evit ho madelez ».
Va gwreg a servijas d’ezañ eun tamm bara penn-da-benn an dorz, goude ledet warnañ eur gwiskad teo a amann. Da c’houde e voe lakaet dirazañ war an daol eur mell pladad kignez. Va mab bihan a
dostaas ouz an daol hag a gemeras eur gignezenn diwar ar plad. Lostigloan a roas d’ezañ eun taol war ar fri, ken herr, ma strinkas ar gwad d’an daou du. Va mab brasa, avat, en doa gwelet an taol-dourn. Lammat a reas war Lostigloan, ha, gant an imor bras a zo en e gorf, e stardas toull-gouzoug ar c’honikl. Setu aze ar pez a zo c’hoarvezet, ha netra ken. Dre eurvad e oan er sal all, e-kichen. Dic’haloupat a ris da lakaat ar peoc’h etrezo. A, ma vije bet va ene ken du ha ma lavar, em bije lezet anezo gant o abadenn c’hoari, hag, e berr amzer, e vije bet al Lostigloan-se kaset d’ar bed all. Setu ar pez am eus gounezet : me eo an hini en deus saveteet e vuhez d’ezañ, hag, hervez ma lavar, em eus bazataet anezañ ha sachet war e skouarn betek ma ’z eo bet diframmet. Eur