Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/33

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

saozneg, hag ar gregach a zeu ivez ganin mat a-walc’h ».

E gwirionez, e-pad ar bloaveziou m’he doa e vamm kollet eur bern arc’hant evit kas anezañ d’ar skol, Job n’en doa ket gallet lammat dreist an daolenn genta. Met ar genaoueka paotr a vez alies e fri hiroc’h eget hini ar re all… betek ma vez torret d’ezañ. Job eta a lavaras d’ar gazeg :

« Itron, diskouezit d’in priz an ebeul. N’eus forz e peseurt yez emañ skrivet, e teuin a-benn da zisklipa anezañ. Itron, savit ho troad, mar plij, ma welin ».

« Ya, ya, sevel a ran anezañ », eme ar gazeg.

Ha gant he houarn nevez, lakaet gant ar marichal ar mintinvez-se, e tistagas eur ruadenn vantrus da Job, e-kreiz e fas. Hag en eur zañsal, ar gazeg hag an ebeul a yeas d’ar penn all d’ar park, hag ac’hano d’ar gêr. Ar bleiz, heñ, semplet, hag e benn o tiwada, a chome gourvezet war al letonenn, ha ne rae nemet klemm : ouc’hou ! ouc’hou !

Goude eun eur tremenet er stad-se, e teuas e anaoudegez d’ezañ. Fuloret e oa gant ar boan, ha yudal a rae gwasoc’h eget eur c’hi klañv.

« Lavarit d’in », emeve, « ha mat eo kig an ebeul. Eur c’horfad hoc’h eus graet, pa welan eo bet ret d’eoc’h, goude echu an debri, ober eur gourvez evit diazeza ar pred. N’oun ket bet pedet ganeoc’h zoken da gemer eun tañva. Dizoñjal a rit ho mignoned koz, Job. N’hoc’h eus ket lavaret d’in kennebeut e peseurt yez e oa skrivet priz an ebeul war an houarn ».

« A, ya », eme Job, « e c’hellit ober goap ?… A, ar gazeg he divesker hir ! Ar skritur a oa war an houarn ? Nao zach ! Hag o-nao int aet em penn ».

Setu aze, va eontr, an taol c’houero am eus c’hoa-

− 31 −