Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


« Deomp ’ta neuze, Job ».

« Nann, nann, it hoc’h-unan », eme Job, « ha ma plij d’ar gazeg an afer-se, e teuiot d’am c’herc’hat ».

Mont a ris eta.

« Itron », emeve, « an ebeul-mañ a zo d’eoc’h, n’eo ket gwir ? Me a zo eur marc’hadour o tremen dre ar vro. Evit pe briz e vezo gwerzet d’in ? »

Ar gazeg a respontas :

« Gwir eo, an ebeul kaer-mañ a zo d’in, ha ma lakait ennañ eur priz uhel, e vezo gwerzet d’eoc’h. Ar priz a zo merket dindan va houarn a-dreñv ».

Gouzout mat a raen petra ’dalveze evidoun ar geriou : dindan va houarn a-dreñv. Lavarout a ris eta d’ar gazeg :

« Trugarez d’eoc’h, itron ; a-benn eur munud amañ, a vezo graet ar werz. Pa n’ouzon ket ar c’hemm a zo etre an « A » hag an « O », ret mat eo d’in mont da glask unan all hag a zo bet e-pad bloaveziou er skol ».

« Lavarit d’ho kamalad dont da lenn ar priz », a lavaras d’in ar gazeg.

Mont a ris da gavout ar bleiz :

« C’hoant hoc’h eus d’ober eur pred mat ? »

« Ya », emezañ.

« Mat, an ebeul a vezo gwerzet d’eoc’h, ma karit. Met eur c’haer a briz e kousto ».

« N’eus forz ».

« Ar priz a zo merket war eun houarn a-dreñv, rak ar gazeg n’eo ket bet morse er skol, ha n’he deus ket desket lenn ».

« O, me a lenno ar priz brao-tre », a lavaras Job ; « gouzout a ran ar brezoneg, ar galleg, al latin, ar