Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/23

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

nebeutoc’h ouz kostez e benn. Duard ar vran a zo deredet ivez, kollet ganti he c’hoar, bet lazet emichañs en eur waremm gant eul lakepod bennak. Ha hi hag heñ, o-daou, o deus tamallet ac’hanoc’h. Hervez m’o deus lavaret, c’houi eo ar muntrer. Hag ar pep gwasa, Nobl en deus kredet anezo ».

« Tud divergont ! »

« Me ’gred d’in ! Ar roue hag ar varoned a zo fuloret-ran. Hag ez int en em glevet. A-benn eur sizun amañ, e teuint da Gastell-al-Laer gant o holl armou : filc’hier, bouc’hili, strepou, ferc’hier, morzoliou, sabrinier, fuzuilhou, kreier, paliou ha kement benveg lemm ha kalet a gavint en o zi evit skei, trouc’ha, flastra, drailha ha toullgofa. « Krrr !… » a lavare ar roue, « dismantret e vezo ar c’hastell betek an diazezou ha ne chomo ket eur maen war c’horre egile. Eur groug a vezo savet e Kemper, war blasenn Sant Kaourintin, hag al louarn milliget a vo krouget. Krrr ! » Fulor ruz a zo er roue ».

« Va eontr, fulor du pe fulor ruz e kalon ar roue, an dra-se a zo ingal d’in. Ha lavarout a ran d’eoc’h : an neb a glasko stourm ouzin, e-kreiz e gounnar ruz, a zeuio da c’hoarzin glas ».

« Taolit evez, va niz. Ma teu a-benn ar roue da deurel e grabanou warnoc’h, eur wech c’hoaz, gwaz a se, gwaz a se ! »

« Ta, ta » va eontr, arabat kemer spont a-raok ar mare. Er palez n’eus nemet genaoueien. Nobl, mar deo speredek, n’en deus tamm bolontez ebet. Selaou a ra hemañ, selaou a ra hennez. A gleiz e tro a zehou, ha pa gerz a-raok, ma vez lavaret d’ezañ dont war e gil, kila a ra dioustu. Gant re a gaoz ne reer tra vat ebet. Hag evit diskouez d’eoc’h eo gwir ar

− 21 −