« Petra ’zo c’hoarvezet, va eontr ? O, n’eo ket eur gwalleur. »
« Met petra, petra ? »
« Darbet eo bet din bremaik paka eun durzunell, hag …»
« Hag … ? »
« Hag e oa eun durzunell vrao, unan eus ar re vrava a vez gwelet er vro. O klevout anezi o kana flour-flourik war ar c’hleuz, aes e oa gouzout e oa eun durzunell maget-mat ».
« Eul lagad he deus krevet d’eoc’h ? »
« Nann. An durzunell a zo nijet kuit ! »
« Hag evit eun durzunell e welan staget ouzoc’h eun dremm ken trist ? »
« O, va eontr, eun durzunell ken dispar ! N’em eus bet nemet eur bluenn eus he lost ! »
Ha gant penn ar bluenn, marellet a dakadou louet, Alanig a grogas da naetaat eun dant kleuz ha da denna dioutañ tammouigou kig eus dilerc’h e lein.
« Met c’houi, va eontr, petra ho tegas ? »
« Allas ! » eme Flaer, « ar pez a zegas ac’hanoun a zo gwasoc’h tra eget eun durzunell, ha pa vefe-hi rouanez an holl durzunelled ».
« A ya ? Petra eo ’ta ? »
« Ar roue a zo kounnaret ».
« A, a, a ! kounnar ar roue a lak ac’hanoc’h da veza ken trist ? »
« Arabat c’hoarzin, Alanig. Mar deo kounnaret-bras ar roue, aotrounez ar palez a zo enno ivez kounnar du ».
« Kement-se ? »
« Ya, Lostigloan ar c’honikl paour a zo deut d’ar palez gant e c’henou o tiwada hag eur skouarn