Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/10

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


C’houi a zo bet maget gant ar gwella melchen :
Ho kroc’hen a zo flour evel eur voulouzenn ».

« Petra ’c’hoarvez ganeoc’h ? » eme Lammig spontet,
« Ne gomprenan ket mat ar pez am eus klevet ».

« N’hoc’h eus ket komprenet ar pez a lavaran ?
Me hen displego d’eoc’h ? » a lavaras Alan.

« ’Baoe eun abadenn n’em eus ket da zebri
Nemet poñsined treut ha yer war o c’hozni.

Gedon ha konikled, maget gant treujou lann,
Ha c’houero o c’hig gouez da staon figus Alan.

Ho kig a dle beza eun dudi da dañva ;
Lammig, setu m’eo deut an devez diweza ;

An devez diweza d’ho kwelout em c’hastell,
Rak sonet eo, siouaz, an eur d’eoc’h da vervel ! »

Ne oa ket peurechu gantañ e zrouk komzou,
Ma lammas war Lammig, ha, gant e grabanou,

E stardas penn ha goug, evel en eun durkez,
Hag e roas al loen maro trumm d’ar paour kaez.

Alanig a c’halvas gwreg ha bugaligou :
« Debrit, bugaligou, e-leiz ho kofouigou.

Biskoaz n’hoc’h eus debret koulz kig en ho puhez ;
Baron pe dug e oa ar c’had-mañ er palez. »

Setu penaos en doa al louarn difeson
Lavaret kenavo da Lammig e vignon.

Ne lammo mui Lammig e gwaremmou Kerne,
Ha kañv bras ’zo hizio e palez ar roue.


− 8 −