Pajenn:Riou - geotenn ar werc hez.djvu/5

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Ha Per a strinkas ar werenn ouzh ar voger.

An ozhac’h a c’hlazas.

Paotred yaouank a gasas ganto Per er-maez hag a serras dor an ti war o lerc’h.


Ne oa bet d’ar peurzorn na kanaouenn na koroll, ar pezh a zo un dismegañs evit un tiegezh a zoare.

Ha d’an diskar-amzer pa grene an delioù melenet e lein ar skourroù, ha pa gweñve war ar c’hleuz ar bleunioù diwezhañ, e serras Lotea he daoulagad e ti he zad hag he mamm. Ar marv a bokas dezhi hag a gutuilhas bleunioù re livrin he divougenn un deiz ma tremene war an oabl boull ur goumoulenn wenn.

Eus pep kêr, eus pep ti e teuas tud d’an douaridigezh. Eizh plac’h yaouank, peder ha peder, a zougas ar c’horf dre garrhent ar gwezvoud. Ar vamm, ur strafuilh ouzh he c’hlevout, a ouele a bouez penn hag a semplas dirak dor ar vered. An tad a chome simudet, prennet e javedoù, hag an diskiantegezh o skediñ en e zaoulagad. Hogen, pa welas lakaat ar fun dindan an arched, ha daou zen o tibradañ ar c’horf evit e ziskenn en toull, e tennas eus e askre ur vlejadenn vraouac’hus. Dirak ur seurt kalonad, gwazed zoken a stagas da ouelañ.


An ozhac’h kozh en em stleje d’ar gêr, mall warnañ degouezhout gant aon mankout en hent. Daeroù a zalle e zaoulagad hep gallout ruilhañ dreist ar malvennoù. Sellout a reas en-dro dezhañ, hag e kredas edo en un hent dianav. Ar gwez a oa uhelaet o ment, krommet o gwaregoù, kresket o skodennoù ha koshaet o oad, hag eñ en em gavas, en ur spontadenn, dizeriet ha diamzeret. Delioù kras a